em goller. Un avantach bras e ve caout tud afêçon pere, en eur bourmen, a ra laqat ar bis var ar poent necesser : ur paysant ignorant oun ; mes santout a ràn talvoudeguez ar gomzou simpl ha güirion. E feat a boeziou ha muzuriou, e tisqfec’h eta din facilamant ar pez a dleàn da ober evit assuri execution ar reglamanchou pere, deus an eil penn d’eguile deus ar Franç, a rentfe ar c’hommerç qen êzet ?
— Ar pez a dleit ober a vez inutil, ma na vez ar c’honsommatour muioc'h sclêrijennet evit difen e voüiriou : ar voralen public a zo un evessaer excellant ; ret e vez ober en ur fêçon ma felvesse da bepini possedi ur reputation vad ; a hend all, ho protection municipal var lealdet debit an oll varc’hadourez, hervez al lezennou, [1] a gonsist en bisitou grêt alies epad ar bloa, er staliou hac er vagasinou, en hostaliriou, er foariou hac er marc’hajou, evit ma en em assurot demeus a lealdet ar poeziou hac ar muzuriou, hac evit evessât dreist oll bureauyou eus ho commun e pere e poezer hac e vuzurer.
— Hac ebars ar visitou-se, petra rin-me ? rac me anzav dêc’h e meus neglijet anezo bete vremâ.
— Evelse eta, Autrou mêr, ho peorien a zo bet tromplet hep nep ampechamant !
— Oh ! grêt e meus aluzonou.
— Ressourç dister ha sicour dic’halloudus. Ar c’henta aluzen eo ar justiç a brotech ar fêpl enep ar c’hrén ; ar volonte vad ne deo nemet ur satisfaction diouzomp hon-unan, ur seurt plijadur vad ; ar brotection leal eo ar guenta carante ; ar pez a hend all a dleit ober, a zo merqet dre un ordrenanç. [2]