Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31

an titr amprouet, da lavaret eo, ar muzur güirion, ne deo mui nemet ur sonch hep preuven, un histor incerten, hac evel a leverer, un a-dost-da-vad.

— Eh bien, neuze me breno a drac, pe e laqin arpanti.

— Hac e reot ervad. Laqit eves mad, a hend all, da veza laqet en amand a 10 franc, en eur scrifa var ho cayerou an hanoyou ancien. [1] Nep a fell beva tranqil, a dle en em gonformi d’al lezen.

— Neuze eta melinerien va c’hommun a ya da gaout un toullat procejou, ma qendalc’hont da nonpas en em gonformi d’al lezen.

— Beza o deveus-int da viana poeziou ba balançou, evit ellout constati ar gantite a hed a gonfier dezo evit o laqat en bieud ?

— Na fell qet dê caout ; pe mar o deus, e zeo ur meubl inutil.

— Ha c’houi, mêr, protectour d’an oll, oc’h eus permetet an abus-se, d’an ampoent ma zeus tost da 400 bloas ec’h exijet outo ur memes goarantiach, evit o oblija da renta poez evit poez ! [2]

— Ola ! me vouio o oblija da ze.

— Hac e refot a hend all voëll, Autrou mêr, ma zeo qer sacr depot an hed en ur velin, ma ne zeo qet volonter, mes necesser, evel depot effejou ur beacher en un hostaliri. [3]

N’en deo qet avoalc’h, eme mestr Pierrès, accepti cargou, ma ignorer an deveriou hac ar pez a zo ret da ober evit o c’hundui ervad.

— Qement a draou zo da c’houzout, qement a lezennou, qement a scridou a zigasser deomp, m’en

  1. Lezen ar 4 Gouere 1837.
  2. Ordrenanç mis Guenveur 1470
  3. Cod civil, articl 1951.