e tivizimp ar gueriou-se e teir loden, evellen :
Ar c’henta a zisqeus ar pemp unite a vuzur hac a boez a anavezit dija qer reiz : mètr, ar, stèr, litr, gram, evit formi ar muzuriou a hirder, a c’horre, a solidite, a gontenanç, hac a boez.
An eil loden eus ar gueriou nevez a zisqeuz ar pêvar nombr decimal : deca, hecto, kilo, myria, evit multiplia hep nep differianç an uniteou metric dre dec, cant, mil, ha dec mil.
Anfin, an deirvet loden a zisqeuz an drivet nombr divizer pe fractioner decimal pere hon eus hanvet deci, çanti, milli, evit disqeuz an decvet, ar c’hantvet, pe ar milvet loden eus ar mètr, ens an ar, eus ar stèr, eus al litr, eus ar gram. Ha n’en deo qet qementse oll simpl bras ? Daouzec guer evit represanti hano ar muzuriou, deus o multiplou, deus o fractionou ? daouzec guer repetet dre all, hac eus a bere ar sinifianç a zo ar memes tra e Montroulez, e Castel, e Landivisiau, e Landerne, e Lesneven, e Brest, Qemper, Guened, Sant-Briec, Guengamp, Landreguer, Lannion, ha dre oll : daouzec guer anfin, adoptet gant an estranjourien, hac int a ell beza ignoret gant ur güir Breiziad ?
- Ni zo deus hoc’h avis : an dra-ze ne voa qet qer dificil.
— Ha penos sonjal, va mignonet, e zeo tud savant, tud puissant deus a Franç, pere a voar implija o güizieguez d’an traou burzudeta, o devije imajinet, pa zoa qestion eus a vuzuriou hac a boeziou, combinesonou compliqet na elje an oll compren ! Ne zeus netra a vad, a util, nemet ar pez a eller da zisqi ezetamant.
— Ia, pa zigüez da dud vad eveldoc’h caout