Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16

— Gouzout a rit c’hoas penos e zeus formet muzuriou, en eur disconta demeus e lodennou cubou pe carreou decimal ; rac se an ar a zo cant mètr carre ; ar stèr, ur mètr cub ; penos al litr a represant contenanç ar c’hub eus a un decvet eus ar mètr ; ha penos anfin, ar gram, bepret buguel d’ar mètr, a represant poez ur çantimetr cub a zour ; penos ar c’hilogram, pe, mar qerit mil gram, a represant, dre ar memes princip, poez an dour dastumet ebars un decimètr cub, pehini eo al litr.

Ar pez a gomz d’an daoulagad, en em angrav güelloc’h er speret ; ober a ràn eta presant dêc’h demeus a un daulen, e pehini e velot represantet ar pemp unite a form ar system metric. [1]

— Bremâ, pa velomp anezo, netra na ell laqat o ancounac’hât.

— Mes sonch oc’h eus-u ivez en daouzec guer principal pere a servich da applicalion ar systèm metric decimal ?

— Perac e hanvit-u an daouzec guer-ze principal ?

— Abalamour en eur unani anê ouz o c’hombina, e formont re all.

— Compren a reomp : hecto, cant ; ar, cant mètr carre ; hectar, cant güech cant mètr carre, pe dec mil mètr carre.

— Mad evelse, va mignonet ; me ho trugareca ervad. Lavaret a remp eta en em gompos ar systèm demeus a zaouzec guer, hac e c’houlennen ouzoc’h ha c'houi a elle o repeti din en o urz.

— Dies bras e ve ; an dra-se en em vrouill c'hoas en hor penn.

— Evit renta an dra-se sclêroc’h da gompren,

  1. An daulen a zo e fin al levr-mâ.