ar vadelez da instrui tud ignorant eveldomp-ni.
— Lavarit qentoc’h : Pa gaver tud pere a fell dê ervad selaou ar guelennadurez a roer dê. Hep an attantion ne zisqer netra.
— Se eo ar pez a lavaràn bemdez d’am bugale intourdi, pere a zistro diouz ar scol qer scanv a ziscadurez evel pa voant e vont.
— Cetu eta c’houi certen mat demeus a utilite hac eus a simplicite ar system decimal demeus ar poeziou ha muzuriou ?
— Ia certenamant. Ho trugareeat a reomp deus hoc’h explicationou, hac ho pedomp da rei deomp an tamic paper ho poa promettet deomp.
Amâ, mestr Pierrès a roas dezo taulen ar muzuriou leal.
n eur baea al litr güin, ar c’helennour afêçon a reas observi d’an daou ozac’h penos e ve en vean ar muzur hac ar poez ingal, ma na ve qet ivez ar moneiz ; rac, emezàn dezo, ar moneiz pe ar paper pere a represant e dalvoudeguez, a zo evel ar c’hontrepoez deus an traou a verzer, deus al labouriou a rêr, deus an transportchou, deus ar servichou ; anfin, demeus a guement tra a rêr e pris a arc’hant.
— Penos hon eus-ni ellet ancounac’hât ar poent qen necesser-se ?
— Al lezennourien o deveus pourvezet dre lezen font ar system : ar franc eo an unite eus ar moneiz,