Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
kutuilh bleun


Bleuennou dimeus ma Breiz-Izel,
Leun a zouster hag a c’houez vad,
Bleuennou hag a zeblant henvel
Ouz glanded ar galon vreizad.

Da gentan war eul lannek dispar,
Goloet a c’herrek kousket,
En eur vale… Oh ! na me a gar
Kutuilh bleuniou lann alaouret !
Ha dudiusoc’h a gavan pell
Kutuilh, eus ma broïg Arvor,
Ar vleuennig vruk a garan well,
Rak hi eo bleuen an Envor !

Gant bleuniou bruk, lann, ha re valan,
Bleuniou ar parkou, ar prajou,
Bleuniou kaer, dister, braz ha bihan,
Kavet ganin a vriajou…
E tistroan d’ar ger, evurus,
Ha neuze, leun a levenez,
Dimeus ma bleuennou niverus
E ran eun dibab gant evez…