Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
kutuilh bleun



Warlec’h an dibab e ran gante
Eur gaer hag eur goant a vokad,
Ha hennez a ginnigan goude
A greiz kalon d’eur mignon mad ;
Ar bokad-se a ve, peurvuian,
Eur zon pe eur werzig tener
En pehini ar sonjou gwellan
A ve ive, d’o stum, bleun kaer :

D’ac’h ar pezig-man, Kloarek-ar-Wern,
O teurvezet hen digemer :
Ma bleuniou zo bet klasket a vern
Dre ar c’hoajou, al lanneier ;
Da laret eo ’refont plijadur
Ha d’ho spered ha d’ho kalon,
Dre-ze o lezan da vont, distur,
Da laret de-mad d’am mignon !


————