Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kutuilh Bleun



Em amzer gollet me a blij d’in
Redek a-dreuz d’ar parkeier,
War ar yeod, karget a c’hliz-mintin,
Dindan lagad an heol seder ;
Neuze e c’hallan ma-unanig,
Mont ha dont evel a garan
Ha chilaou mouez drant al lapousig
O kana eur zon ar vravan…

Neuze, war ribl ar gwinojennou,
Pe a hed ar waz o tremen,
Dinec’h, e kutuilhan bleuennou,
Bleuennou koant vit ma zelen ;