Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
ar votadeg


Evidon, na c’houlfen birviken, gant ar vez,
Kavout digant mevier, nan, an disteran mouez ;
Ma ’z eo hudur d’an dud rei o mouez er stad-se,
Huduroc’h ez eo c’hoaz bezan hanvet ganté !
Ha, pa welan gwerza ken buhan eun ine,
Lakat dindan an treid enor, brud-vad ha fe,
Ya, pa welan eun tad, hep sellet war e lerc’h,
Hep sonjal en e wreg, en e vab, en e verc’h,
Pa welan anezan o tilezel a-grenn
Kenteliou ar Furnez war zigare ru, gwenn,
E huchan gant kounar : — « Petra rez, o mevier,
» Gwerza da diegez evit tregont diner ?
» Lemmel dimeus da di ar peuc’h, ar garante,
» Muntra kalon da wreg, ine da vugale ?
Ha, heuget evit mad dimeus votadeier,
Elec’h na wel an den nemed droug ha gevier,
E tapan ma faper ha, warnezan d’am zro,
E skrivan gant kalon : Ma Doue ha ma Bro !
Evit Doue ha Breiz ! An daou c’hir-ze hepken
A dlefe d’ar Breizad bezan eur reôlen…
— An neb n’eo ket kristen, neb na gar ket e Vro,
A dle bezan harzet da dostât d’ar c’hargo ;
Neb na zent ouz Doue, neb na bleg d’E lezen,
Na dle ket bezan gouest da ren ar gristenien !