Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
ar votadeg


.....................................................................................
Pell a vefomp, marvad ; mes pouez ar Gasoni
Azigorro, m’hen toû, daoulagad pep hini ;
Deus forz bezan peilhet, disprizet ha taget,
Deus forz bezan touzet, kignet ha gwall gaset,
Lêr ar paourkez Fanch-Kouer a deuï da danilha,
Ha neuze Malloz-ru ! da gement hen gwaska
Neuze ar votadeg na vo ken eur marc’had,
Na vo ket kennebeud tra ar c’hentan korfad :
Ar votadeg a vo tra an dud a galon,
Tra an dud a zever, an dud leal hag eon ;
Tra an dud a glasko pep mad o c’henvroïz,
Harpet war an Urz-vad, an Doujanz, ar Frankiz,
Hag hon Bro, dizammet dimeus gwaderezed,
A vleunio adarre, kaer, lugernus meurbed,
En eul laret d’an holl : — Peuc’h, Frankiz, Karante,
N’hallont beva en Breiz en diavez Doue !


————