Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
ar votadeg


O zellou dislonket hag o fenn o vralla,
O dilhad labeet, eur c’hlaouren o koueza ;
Eun troad o vont da Vrest, egile da Bariz,
Daou du ha kreiz an hent ha c’hoaz e sellont piz !…
Kement-se, da c’hortoz ma ruilhfont a goste,
Eno, digor o forn, a c’houlfont dour goude…
Hé ze n’an eo netra ; tec’het eun tam pelloc’h
Hag e welfet re-all henvel-beo ouz ar… moc’h !
P’an eus karget e gorf al loen, da vihanan,
A oar pegoulz paouez… Ma Doue, a re-man
A garg betek mervel ; nan betek dislonka
Ha teul eun tammig kresk kentoc’h evit mouga…
Neb na vo ket re veô a gavo eur yec’hed,
Eur blijadur dispar o teul tân ha moged ;
Ar malloz, ar nondi, pe chapeled Satan
A dec’ho dipitus eus korf an amprevan ;
Ha, mar kav war e hent eun eubeul eveltan,
Eun nebeud taoliou-dorn… An trec’h vo d’ar c’henvan !
Abenn eur pennadig unan a grancho gwad,
Egile a vezo duet korn e lagad…
Ha nerz ar gwin-ardant, dimeus daou den reizet,
A rei daou enebour… An evaj milliget !

Ha sed aze petra e hanver ar Frankiz…
— Daoust ha n’eo ket spontus, laret, ma c’henvroïz !