Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1046 —


16. — Ar seizadur hag ar remm

An Drinded e Pleraneg a wella droug an ourlou, ar Seizadur hag ar remm. Ar feunteun vurzudus a zo wir ribl ar mor, hag he dour a ro he vertuziou d’ar bili a zo war-dro. N’ez eus nemet birvi ar bili-man ebarz an dour evit ar c’hibelladuriou.


17. — Kenta Santual kristen ar vro

E Planiel ez eus eul lech a birc’hirinach hag a zo brudet dreist : Ar Goz Iliz. Ar birc’hirined a zee eno e pep kouls eus ar bloa. An Itron Varia Goz-Iliz a zo gwaredourez d’an dud a vor. Nos diaraog ar Pardon ar vordeidi pe ar re a zeu evitê en em zastum eus a bep tu hag a ya da gampi endro d’an iliz e kreiz eur c’hoat bian. Setu ama an treuzlavar diwar-benn ar Goz Iliz :

Sant Modez a oa a prezeg, eun devez, war bleg mor Kamarl (war ar pleg-mor-se e man ar Goz Iliz). An aotrou hag e diegez a zeuas d’hen chilaou. Unan eus bugale an aotrou o tastum bleuniou a rampaz hag a gouezaz er mor. E dad a redaz evit hen savetei. O daou e oant o vont da veza beuet pa zeuas sonj da wreg an aotrou da bedi ar galloudou azeulet gante. Sant Modez a zellaz oute, hag a lavaraz : « Pedet kentoc’h an Doue a brezegan d’ac’h rak me hen lavar : hen hepken eo ar gwir Doue ».

An Itron a zentaz ouz Modez hag an tad hag ar bugel’ a zouaraz mad. Ar burzud-man a c’honezaz douarou Planiel hag al loden a Vro Dreger hanvet ar Gourenez, da laret eo ar Vroïg a zo riblet gant Aochou an Treo hag ar Jodi. Eun iliz a oa zavet e Kamarl ; kement ma a c’hoarvezaz er Vd kantved pa oa c’hoaz drouized er vro. An iliz-man a oe an hini gentan goestlet da Zoue ar Gristenien e Bro Dreger. Ar chapel a zo bepred en he zav hag ar re a oa eno kent a zo bet ilizou parrez araog ma oa zavet bourk Planiel.


18. — Klenvejou ar c’hroc’hen

Sant Loranz en devoa gwechall eur chapel e Pleuvian. Hogen kouezet a oa warbenn ma oan ganet. Koulskoude an dud en em vode c’hoaz war c’hlazen ar chapel deiz ar Pardon. Sant Loranz a wellae ar gal. Marteze a oe dilezet abred e santual abalamour ma oa nebeut a dud er vro gant an droug-se. Bepred e vez eun tamnig pardon e Sant Lorans. Gwelout e rer war al lanneg eur roc’hel hag a zo enni merk eur c’horf den : korf zant Loranz. An dud galus en em astenne ebars an arouden-se evit gwellaat.

E parrez Tremeven e ma Santez Radagonda hag a wellaa an darvoeden, hag klevejou all ar c’hroc’hen.