A belec’h ez eo savet azeulerez ar Feunteniou ? Moarvat ez eo kosoc’h eget diazezidigez ar Gristeniez. Daoust hag eur vertuz bennag dreist-holl a oa e pep hini dious ar vammennou ? Perag’ta ne vefe ket ? Ar ouizieien goz a c’helle beza taolet evez war gement-se koulz hag a hellfe ober ar ouizieien a herie. Brema hon deus ive mammennoù brudet a c’hiz nevez, mammennou evit Rouane an Arc’hant hag an Ijinerez, lec’h ma ya an dud a blijadur, teuzet gant an dirolladuriou, da demzi bep bloa o nerz kollet. Pep tra ne ra nemet azderaoui.
Pa zeuaz ar feiz Kristen da vleunia war an douar keltiek, Ebestel ar feiz nevez, urzet a hend-all gant Pab Rom, ne gavchont netra well eget lakaat ar feunteuniou vurzudus, koulz hag an holl lec’hiou kenzakret, dindan beli ar werc’hez Vari hag ar Sent. Ar Groaz a oe gwinket war ar Menhir ; eur Santual, eur peniti, a c’houlouaz gant o skeud sioul pep feunteun, gwellaet c’hoaz er c’hiz-se, n’eo ket gwir ?
An dud estren e Breiz a ra goap diouz feiz ar Vretoned ha diouz o loustoni. Penaoz ta ? ar Vretoned a ia da eva dour er vammennou lec’h ma walc’hont o zreid hag o gouliou ? Ec’h ! Tavet, skoueriou a netadur ! Pep feuteun vurzudus he devoa eun aozadur d’ezi hec’h-unan. Beza he devoa he mammen ha ne oa saotreet gant netra na gant den. He feur-leun-barr a ruilhe dre eur c’hann benerez bete lec’h ma vije dastumet an dour da eva. Ac’hane an dour en em daole en eur veol benerez mad evit an emwalc’hadur, ha lec’h ma en em adnevezae dalc’hmad. Ac’hane a c’he da garga ar gwajou eogi evit al lin hag ar c’hanab ; hag ar peur-leun en em golle dre ar prajou pe a rede d’ar mor.
Pa fell da Vreïziz eva dour, int a blij d’eze evel d’ac’h, Pariziz, dour skler...
Anavezet am eus em yaouankiz santualiou maeziek e lec’hiou dudius. Eur c’hoadik dero tenval a guze eur chapel venerez touskanet ; diouz troad he moger a ruillie eur vammen skler vel strink, pehini a rede da vaga gwajou da ganna ha da eogi ; ha goude-ze a ruzelenne dre henchou doun evel torr-gougou, beteg an aod, lec’h ma zigore ar wel war an ec’honder divent. Herie an deiz, an darvuia euz ar chapellou a zo kouezet. Lec’h am beus-me gwelet holl dud ar c’hanton o tont da bedi e kerz lidou kaër ar pardoniou, ar vugaligou ne welont ken nemet berniou mein hag a ya, tamik-ha-tamik da garga an henchou pe da vogeria ar parkeier. Ar personed, a hend-all, n’o deus graët netra evit mirout ar santualiou bian-man. Unan aneze en deus diskleriet-ze d’in. Heman en deus dastumet en e iliz parrez ar Sent koz digingl e koat dero a dalvoudegez vraz evit ar mibilier hag evit ar c’hristen, marteze meur a hini a zo bet troket evit Sent plastr hep talvoudegez.
N’eo ket d’in da zellout piz ouz abegou ar politik relijius-man : lavaret e vefe ne zell ket-ze ac’hanoun. Koulskoude pa’n em lakaan da zellout an traou en eur stum dishenvel diouz