hini va person, ne hallan ket tremen hep beza keuziet. Buez ar vro he deus kollet adarre kals diouz he c’haërder, kals dious he uhel-ratoz ha diouz hec’h eurvad. Me gred e vefe hon zud koz a du ganin war gement-man, hint hag a oueze digemer ken brao, o nizien hag o bugale-vian e deiziou ar Pardon. O ineou a zeu da gantreal ha da glemm endro’ d’al lec’hiou lec’h o devoa bet, evel kristenien, hag evel kerent, kement a levenez !
Miret am beus eur c’houn dreist-holl diouz peniti Itron-Varia Brestan e Pleuvian, va farrez. Heman a zo unan diouz al lec’hiou braoa ha sioula anavezet ganin. Ma mam ha ma zad o deus kaset ac’hanoun eno alies en askont d’an darvoud c’hoarvezet ganin em c’hentan oad.
Mar ac’h eus taolet evez, ar vugale vian a vez awechou skoet gant eur seurt klenved languis da behini ne weler abeg ebet.
Ar bugelik a zeu da goaza dindan ho lagad ; ne c’houlen ken en em vaga ; pellaat a ra diouz bronn e vamm, n’ez eus netra ken evit hen didui ; ha setu-han o vervel evel eur c’hleuzeur hep ioul. Heman’ zo eur bugel « c’hoantaet ». Nebeut a vugale a zistro d’ar vuez goude beza bet skoet gant an droug kevrinek-se.
Me ma-unan a on « c’hoantaet » pa oen en oad zaou viz. Ne oe ket dre ioul fall den ebet. An hini am c’hoanteaz a oa eur goziadez vad a bleustre an ti, he hano Marjann ar C’hardinal. Miret am eus ar c’houn diouti kaër am boa beza c’hoaz iaouank da goulz he maro. Alies am eus tremenet meur a eur ganti en he zi soul, — me gomz dac’h diouz divezatoc’h, ze’ zo skler — pa dremene hec’h amzer o tidillia kanab.
Diwallet da sellout ouz eur bugrl ha da lavarout : « Pebez bugel koant ! » hep lavarout raktal goude « Doue d’hen benigo ! » A nez se c’houi o peus graët eur « bugel c’hoantaet ». Da c’hras Doue, eur wrac’hig koz all, amezegez an ti, ive, a ziskuilhas al louzou d’am mam glac’haret. Al louzou-ze a zo anavezet dindan an hano a « louzaouen an diwarizi ». Kutuilhet a vez e Sant Nikolas, Tredarzek, pe e Brestan, Pleuvian.
Setu eta e oa laket d’in em c’herc’hen eun dro-goug graët gant an louzaouen-ze, keit ha ma oe laket a ispill eur boked all, dindan mantel ar chiminal. Ha setu argaset ar strobinel. Keit ha ma vez klanv ar bugel dindan droug ar warizi ne zeblant kaout poan, hogen e zaoulagad a zeu da vouga, kredi rafec’h en deus c’hoant da vervel. Ne ra van ebet diouz an ton, ne weler war e zremm na c’hoarz na daëlou.
Me a choumaz e stad-se epad deg devez. Ma mamm he devoa miret ar spi da weld ac’hanon o wellaat, hag en askont da ze he devoa kemeret eur vagaden all evit stourm ouz he laez da heska.