Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1049 —

E pad nao devez e tougas ac’hanon da chapel Brestan. Ober e re d’in pokat d’an oan a oa kizellet war ziaraog au aoter. Enaouï a re eur gantel goar dirag Itron-Varia Brestan, displega re e chapeled ha roï a re he frof. Goude a ye d’ar feunteun vurzudus hag o tigerri d’in va genou, a re d’in louka dour fresk-beo ar vammenn…

Goude va faredigez ma mamm, ken lies gwech ma wele unan bennak o sellout ouzin, ne dremene nepred hep lavarout, enni hec’h-unan : Doue d’hen benigo !

Beza hon devoa kerent o telc’hel eur vereuri e kichen chapel Brestan hag en askont da ze hon devoa alies an digare da zont d’ar chapel. Ha me a c’houlenne bep tro mont da bokat d’an oan. Evelse ec’h arruis beteg an oad e pehini e teu ar c’houn da enem stabila. Herie a welan c’hoaz gant teneridigez, e dounder va memor, chapelik Brestan gant he liorzik tenval gant ar gwer glas hag an oan engravet ouz an aoter ha koulskoude n’ez onn ket bet e Brestan aboue an oad a bemp pe c’houec’h vloa.

Ma zad a oa helao meurbet, donezonet evit tresa ha garani, kaër en devoa beza dizesk — ne oueze ket eur ger gallek. — Graet en deus bet meur a Sant koat hag hon daou a gasemp anezê war aoter Brestan. Pegement a rofen herie evit kaout unan diouz ar skeudennou-ze ! Petra’ zo c’hoarvezet dioute ? Meur a ober a vrasoc’h talvoudegez a zo bet, siwaz ! troket hep mez !


21. — Ar Strobinellou : ar gouest

Mar ez oun bet « c’hoantaet » em bugaleach, me gred ez oun bet ive « gouestet » em oad a zen. An hano Goaster a zo ledet e meur a barrez er vro : en Treger hag en Goëlo. Chapel Sant Erwan ar Wirionez e parrez Tredarzek, e tu deou d’ar Jeodi dirak kaer Landreger, a zo bet meurbet darempredet gant ar wasterien. Ar chapel-man a oa c’hoaz en he zav pa oan e skol e kloerdi Landreger. War ma hent e oa pa’ zigoueze d’in distrei d’ar gaer evit an Amzer-Vak. Ranelli a re ac’hanonn, rak klevet an boa meur a dam komz kevrinus diwar he fenn.

Gallout e rer gouesta al loened kouls hag an dud. Eur vuoc’h gouestet ne ro ken a laez. Arriet a zo bet ganin va-unan, e bloavez 1901, e pad ma zouen bet o telc’hel eur vereuri e Pleuvian, prena eun ounner hag a dremene evit beza bet gouestet. An hini he devoa gwerzet anezi d’in a oa eur vaouez kazet gant an holl. An ounner ne denne well ebet diouz he boed hag a oe red d’in hi laza. Red eo d’in lavarout eun draig ouspenn. An deiz a varvaz ar plac’h a werzaz anezi d’in-me, e oe gwelet eun naer, hir divent, o treuzi an hent dirak he zi. An dud a redaz war he lerc’h gant ferc’hier hep gallout he zapout. An amezeien a lare a oa aet ene ar vaouez e korf ar wiber-ze. Chapel Sant Erwan ar Wirionez a vije alc’houet bemnoz. Hogen kement se ne oa ket evit trubuilha ar gouestourien.

O strobinellou a helle beza graët diouz an diavaez mar oa