Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/13

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

— 1050 —

eun toul bennak ebars an nor, pe eur weren dorret war ar prenestr. llogen biskoaz dor ne oe muioc’li treuzet eget homan. Setu aman penoaz en ein gemeret evit gouesta. Ar gouestér e viie gantan tri damm bara hâg eur pez a zaou liard, merket warnan eur groaz; taol e re anezê er chapel o lavarout: « Hen- ha-henn a zo kazet ganin. Sant Erwan ar Wirionez gret d’ezan ïnervel, — pe, grêt d’an koll ar gweled, pe ezel pe ezel — rak me hen tou, hennez zo kablus em c’hever; gret droug d’an pe droug d’in ».

An dud kazus a re ar seurt traou-ze a oa mad d’eze sellout piz ouz o émskiant, rak ar c’liastiz galvet gante war eun den dizroug a goueze warnê o-unan, da laret eo war ar gouester pe war an hini a gannade ar gouester. Lavarout e rer ive e vije gouestet c’hoaz er c’hiz-man: gant eur bod balan glaz e vize dornei ar Sant ha piket e vije gant spillou bete m’en dije roet dre eur sin beniiak eun testeni euz e asantamant.(Da heuil).