Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1158 —

En Bro Dreger

A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————


Pell amzer a zo breman aboue m’eo bet rac’het ar chapel diwar he lanneg, dre urz person Tredarzek ; hogen bepred, herve ar vrud, lanneg Sant Erwan ar Wirionez a vez darempredet e pad ar nozveziou tenval.

Eur vaouez koz matez e ti eur c’hoar d’am zad, a c’hoantaas kaout traou va moereb, goude maro houman, hag ober gaou, e c’hiz-se, d’an heritourien. Va mamm a zeuas da zisplega hec’h ioul fall hag evit se a dapas he falloni, ha setu va mamm gourdrouzet meur a wech da veza goastet. Goastet a oe pe ne oe ket ? E gwirionez an hini goz a varvas er bloa he devoa graet ar gourdrouzo, goude beza ruzet eun nebeut miziou, gant eun droug dizanaf. Me va-unan goude beza bet arru mad ganti, a oa deut da veza kazet ive, ha moarvat mesket en he malloziou. E Maro arruas e kerz eur veaj graet ganin en Bro Dreger, pa oan o chom en Havr. Ar wetur-bost — ne oa ket c’hoaz a hent houarn — a ehane e kichen hospital Landreger. Me a ziskennas eta eno gant va greg, ha kentan tra, kouls laret, a weljomp a oe Visanta — hec’h hano — lakaet a-wel, maro, dirak dor dal chapel an hospital. Eun nebeut miziou, araog mervel, a oa aet da veva, war he c’houst, d’ar c’hlanv-di. Ha n’ez eo ket souezus ar c’hendigouez-man ?


22. — An yeoten hag a ziank an dud

Ez oun o paouez komz diouz ar yeoten a wellaa. Beza ez eus ive eur yeoten hag a goll an dud war o hent. Awalc’h ez eo kerzout war ar yeoten-se evit koll skiant al leviadur. Anavezet am eus bet eur vreg a Bleuvian hag a oa bet o welet eur gamaraden e bourk Lanvodez, a zo tri c’hart lev diouz bourk Pleuvian. Dond a reas d’ar gaër d’ar zerr-noz. Moarvat e lakaas he zroad war ar yeoten a goll, rak hepdale e kollas hec’h hent. E pad an noz e kerzas dre ar wiaden henchou treuz a kaver etre Lan-