En Bro Dreger
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
Feunteun Sant Yann en Pleuvian, a zo darempredet evit yac’haat an daoulagad. Hogen red eo d’in asanti n’ez eus ket eul lec’h all ken brudet hag an Itron Varia ar Sklerder evit klenvejou an daoulagad.
Sant Bleiz ha Santez Klara e Pontreo a wella ar wagrennou ha droug ar Roue, ar c’haledennou-Kig hag ar Goriou. Hogen ’meus aoun n’ez eus ket heuilhet mad o azeulerez rak kals a dud, klanv gant an drougou-man e weler dreist-oll demdost d’an aod. Moarvat ar c’hlevejou-se a vez dastumet gant an dud a vor pa zigouez d’eze mont d’ar broiou pell da aberzi da zoueezed ar Baganed ! Gwalleur d’eze. An dour eus feunteun Santez Klara a zo mad tre evit poaza ar palastrou.
Enezennig Gweltas, pe Yeltrans, e Penvenan, he deus ive eur feunteun vurzudus hag a wellae diouz dantaden ar c’hi klanv araog ma oa ganet Pasteur hag araog savet e Glanvdi. Ar bara beniget deiz ar Pardon e chapel Sant Weltas ne deu ket da louedi ; an hini a zoug eun tam bara beniget eno ne ves ket dantet gant ar chas-klanv.
Ar vouzarded e vez gwellaet e Plouha gant Santez Eugenia. N’ez eus netra welloc’h eget eur strinkaden dour diouz he leunteun en skouarn eur bouzar.