Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/49

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


d’ar bourk, heuilh a re ive an obidou evit. ar Re-Varo, gwelet e vije ive o prederia troet war zu an heol, e gein liarpet ouz eur c’lileu bennak. Respont a re cTiouek d’an dud a dremene: e gomzou a oa lavariou fur, reolennou diouz an dibab. Hogen ne gredet ket e oa eun den lezourek ha troet war-nan e-unan. E galon vad a oa gouestlet d’an lioll: an dud ar paouran a vije bet eiirus da ranna gantan. Bepred ne zigomere netra digantè nemet da goulz pred, evit ober d’eze plijadur, eun aval-douar pe daou, diouz ar poud-houarn. Ha hast e oa da zastum ar foên ? Raktal d’ar bourk da glask Pipi ’n Tiek. Ha beza ez eus ezom cliouz eur freill vad evit peur ober al laz-dorna ? Da glask Pipi, raktal ’arruo, lia den na zorno eveltan ; alies, zoken na baouezo ket e freill e pad mern. Biskoaz paour ne c’lioulennas digantan hep kaout; ar vugale o devoa evitan eur garantez-dreist: cTioari a re gante. Hogen pez a blije d’ezan ar inui a, a oa mond d’an oferen-bred, gant eur bugeï war e vrec’li. E pad an oferen, an holl a wele Pipi e kreiz an iliz, en e zav! (Da heuïl).