Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 548 —

En Bro Dreger

A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
55. — Buez Pipi Gamarad.

En askont d’e ioul vad ha d’e garantez, hen a oa ive karet gant an holl. Ac’hane an hano a Pipi Gamarad, roet d’ezan : ne oa anavezet nemet dindan an hano-ze. Kaër en devoa beza paour, beza hep ti, beza hep kerent, den ne re faë dioutan ; den n’en devoa mez oc’h ober hent gantan. Dindan e zillad, kals pe nebeut en truilhou, an holl a wele e Pipi Gamarad eun den a skiant, eun den a zoare, eun den a bouell, eun den fur.

Biskoaz n’ houllas darempredi gant an dud a vrud fall. Beza ’oa eur paour all hanvet Pipi’ n Trefoll hag a oa bet meur a wech diskuilhet gant Pipi Gamarad evel eur skraper. Henez a gemere plijadur o kerzout kever-ha-kever gant Pipi. Heman raktal a gerze war e c’horregez pe a zistroe war e giz. Pa vije goullet digantan : « Pipi klevet a c’heuz petra lavarer diouz hen-ha-hen ? » — « Me, eme Bipi, ne chilaouan ket pez a lavar an hailhoned diouz an dud a zoare. Ne dleer ket mastari brud an tiegezou mad, na zoken chilaou ho kojou fall ; lezet ac’hanoun eta hag et d’ho tra. »

Biskoaz ne zougas dilhad didalvoudus, da laret eo hep ezom : biskoaz ne wiskas loerou e kreiz ar goanv zoken, ha koulskoude an goanviou a oa kriz en amzer-ze. — « Ar paour, eme-zen, pa vez bourrellet e votou koat gant plouz heiz, n’en deus ket da glask welloc’h botou. »

Pa dostae an noz Pipi a gemere eun hent da vont war ar maez. Arruout a re en eun ti bennak hag azeza a re war ar zoulbank tost d’an tan, er goanv, en eur vutunat e gorn-butun-berr ha tomm ha keit ma vije koan o poaza, uz d’an tan lann.

Parrue an dud d’azeza en-dro d’an daol dirak ar gaoter o vogedi, ar wreg a c’houlenne : « Pipi, c’houi a choumo aman da goania ? » — « Ober a rin, emean, en eur dostaat. Hogen pa ’n ije debret e avalou douar pe e skudellad zouben, hen a souze adarre d’e lec’h war ar zoulbank, dizeblant ; ha mar ginniget d’ezan bara ha kig evel d’ar re all, hen a lavare : « Eur paour n’ en deus ezom na bara na kig sall pa zo bet roet d’ezan avalou-douar ha laez ribot hervez e ezom… »