Gwechall, evit lida de diveza an dorna, e vije servijet eur wastellen, poazet er forn. Neuze ec’h hellet lavarout : « E ti hen-ha-hen ez eo bet ar gwastell. »
Setu ’ta, evit pez a zell Jako Yann. E Kerroue, e Pleuvian, e oet e sonj da veza gwastell war-benn kreizte. Hogen eur bannac’h gliz a c’hoarvezas hag a gasas ar gwastell beteg advern.
Mestrez an ti a c’hoantaaz ober enor d’an dud ha setu a oe servijet da greizteiz torziou bara gwinniz fresk-beo war an daol — evit gwalleur Jako Yann. — Er marevez-man ne vije debret, kouls laret, nemet bara-heiz ; nebeut a vara segal-winniz, ha nebeutoc’h c’hoaz a vara gwinniz. An eosterien a lampas war ar bara-gwenn evel ma hellet kredi. Hogen red eo beza war evez gant ar bara fresk.
Jako Yann a oe brasoc’h e zaoulagad evid e gof. Pa zavas diouz taol e oa fall en e blomm, rak en e gof e koueze kement a skudellad jistr evel a c’henaouad vara.
Setu distroet al Laz-dorna war al leur. Hogen penoz a c’hoari al laz-dorna ? Beza ez eus eta kement ha kement a zornerien, paotred ha merc’hed mesket, gant pep-hini eur freilh hag a zav, hag a dro, en aër, hag a gouez war al leur en eur heuilh eur muzul reizet mat. Mar teu ar muzul da zireiza c’houistou ar freilhou a zeu da skei an eil war eben, da ’n em veska, ha waz d’ar pennou ! Waz d’ar c’heinou ! Hogen urz al laz-dorna a oe strafuilhet meur a wech gant Jako Yann : dig-ha-dig, ha dig, ha dig-ha-dag. Ken a gouezaz heman en e c’hourvez war ar plouz. Setu an holl en dro d’ezan. Dibrennet oa d’ezan e vragou, digoret e roched, evit rei aer d’e gof. Heman a c’houeze evel kroc’hen eur sac’h-biniou. Den ne gollas e benn. Hon tadou a oa, e pep-hini anezê, eur mezeg. Pep hini a oueze penaoz ober en darvoud-man, kaer en devoa beza tremen[[Reizh|t|}} hep mont d’ar skol da Bariz. Ar mevel a reas eun toull en eur c’hoz bern teil, tomm ha flaerius. Pa oe doun awalc’h an toull, Jako Yann a oe laket en noaz ennan, en e zao, hag an teil a oe adberniet en dro d’ezan ken ne zeue ken nemet a benn e-maez. Rak ne oa ket c’hoant d’hen mouga. Paour kez !
Al laz-dorna a zistroas d’he labour, hag a reas labour vad. Keit-se ar remed a re e effet, da lavarout eo : ar bern-teil. Daoulagad Yann a zistroe d’ar vuez. Tommder an teil hag an alkali a enebe ouz an droug. Ar gwad a rede evel ma oa dleet, hag an aëzamant a zistroe er c’hlanvour. En eur drei en-dro d’al leur pep-hini a droe ive e lagad war-zu Yann. Ha setu pa oa an taol diveza o koueza war al leur, pa oa an holl o krial : gwastell ! Setu Yann o krial ive : Well on !… Mestrez an ti n’ e devoa ket ankouezet petra he defoa d’ober. Tommet he defoa dour en pillig al lijou. Jako Yann, tennet diouz e vern teil, yac’h ’vel eur pesk, en em walc’haz en dour tomm, keit ha ma oa ar re-all o tibri o gwastell er zal vras. Ne c’houlennas ket e lod : mont a reas gant ar foeltr hep astenn e fri.
(Da heuil).