Awechou ne vez graët nemet hada bleuniou disilhet dirag an ti. Awechou ive e vez hadet karach war an hent.
En eureud Mab an Argoad an taoliou a oa hedet en eur park ; an taoliou-man a oa graet gant skeuliou astennet war barrikennou ha goloet gant plench. En eureud va moereb Joben Wilhou an taoliou a oa stummet en douar ; setu penaoz : E kreiz eur prad a oa toullet diou fos etreze eul ledander keit-ha-keit, ledander eun daol. Pep fos a oa stumet d’ober kador pe bank. Ha setu pa vije diskennet hag azezet an dud ebars ar fos o dije an daol douar dirakê. Pa oe azezet an holl ouz taol, ne welet ken nemet o fennou hag o c’hein e-maez an douar. E c’hiz-se e vije servijet an holl brejou bras.
Pep fest bras ne bade nepred nebeutoc’h eget tri dervez. An deiz kentan eo hini ar binvidien ; an eil eo hini an dudigou ; an drived eo hini ar servijerien, ar vevelien. Ne vije kollet netra. Mar vane eun dra bennak, ar bevien a zeue da raska ar peur-rest.
Jegou-Begou oa moarvat eur c’hlasker-bara graet gantan re-gorfad :
|
Binv ! banv ! kloc’hou ! |
Jegou Begou a zigas d’in envor diouz eul lonker all : Jako-Yann. Tro Jako a c’hoarvezas war eul leur-dorna. D’ar mare-man ne oa ket c’hoaz a vapeuriou da zorna ed. Neubeut a hini a oa da zorna gant kezeg. Ne vije, kouls laret, dornet nemet gant freilhou.
An deiz a herie, dre ma ez eus ijinennou nevez, e vez paket an eost en nebeut heuriou elec’h en kals a zeveziou evel gwechall. Gwir eo e vez red kaout kals a dud, marteze hanter-kant pe tri-ugent, kouls paotred ha merc’hed, hep ankounac’haat meur a voutailhad gwin-ardant.
Al Laz-dorna, gwechall, ne vije ket enni muioc’h evid daouzeg a dud. Awechou e vije diou laz war al leur. An ed a vije ledet war c’horre al leur, dindan bannou tanus an heol. Aman e tremene an traou gant sioulder, hep kaout ezom a win-ardant.
Pebez levenez, pa zave an heol war zevez diveza an dorna, war ze ar gwastel ! Ar « gwastel » an eus kollet e dalvoudegez. Moarvat n’ez eus den ebet war ar maez hag a oar talvoudegez ar gir gwastell impliet e kers an eost. E miz eost hag e miz gwengolo, c’houi a glevo lavarout bemdeiz : « Ha te’ zo gwastell ? » — « E ti hen-ha-hen e oer gwastell. » Evit lavarout : an ed a zo dornet ha klenket. Hogen perag implia ar gir-ze : gwastell ha kouign a zo hevelep tra.