Argoad a welis eun den mêzo. Unan hepken ! Hogen nag a hini en Bro Dreger a vez e spered e gwerjeou an Aotrou Doue pa zav diouz an daol !
Pa oan bian am eus klevet alies komz diouz eureud va Moereb Jobenn Wilhou. Ne fell ket d’in displega an daolen grenn diouz an eureud se, rak marteze e vefe laret am eus hi kavet e kentskrid ar Barzaz Breiz. Kement-ma a c’hoarvezas er bloa 1817 en Pleuvian. Ar c’houn a zo bet miret etouez va c’herent.
An ozac’h yaouank a oa hanvet Job Nikolaz, ha dond a re a barrez Koataskorn. An holl gerent diouz an daou du, beteg ar seizved pazen a oa pedet d’an eureud. Beza a oa war-dro tri-c’hant a dud. Eun delten a oa astennet uz d’eur prad. Ar c’heveilien a laboure stard hag a rede ama hag ahont. Ar plac’h yaouank en em gempenne.
War evez ! Setu arru ar potr yaouank gant e ambroug niverus a gerent hag a gevelien. Holl e maint war varc’h ha dirakê e man tabouliner Koataskorn hag ar zonerien viellou. Ar re-man a ro eun abaden. Ha setu goude en em zispleg an digoueziou mod koz. Ar Vazvalan, gantan an den-yaouank, a zeu da skei war an or. Hag hen da sevel eur gourc’hemen. Responchou e diabarz an ti. Lakaet ez eus eur plac’h yaouank all, ar plac’h a enor, e lec’h an hini a zo o timezi. Ar Vazvalan a zinac’h, ha setu diskouezet merc’hed all ; dinac’hadeg all ar Vazvalan beteg ma’ z eo digaset Jobenn hi hec’h-unan. Ha setu an holl da youc’hal, da lampad dirollet, ha da lonka jistr. D’an divez, [an] dastumaden en eun ambroug hir evit mont d’ar bourk.
An dud an enorusa a oa war varc’h, pevar-ugent pe gant anezê. Eun troadeg, gant enr bragou glaz-gwer, a zalc’he ranjen kazeg ar wreg yaouank. A hed an hent, tennou fusuilh. Bolzou a enor a oa du-man ha du-hont, e kichen tier ar c’herent pe ar gonsorted.
O tistrei diouz an iliz an daou bried yaouank a oa war an hevelep aneval. War o lerc’h e teue an dimezelled a enor : an hini gentan a zouge ar gegel rubanet, war he beg eur bod spern-gwenn ; an eil a zouge ar baner da vont d’ar marc’had ; aroueziou an tiegez. Warlerc’h e teue ar plac’hed-a-enor all.
En amzer man, n’ez eo ket red d’in hen lavarout, ne vije kanet nemet e brezoneg — n’eo ket evel breman ! — Hag er c’hanaouennou e vije hetet eurvat d’ar priedou. Beza a oa neuze, er vro, eur barz brudet, e hano Ar Gonideg ; graët en devoa e studi evit beza beleg. Gouzout a re lenn ar blanedennou ebars an nenv, ha zevel prezegennou klotennet da bere a respounte an dud ar muía gouiziek hag ar gwella distagellet. Anavezet am eus e Bro Dreger eur bern tud hag o devoa graet studi vras, ya ! beteg o « retorik ». Aboue m’eo bet serret dorojou Kloerdi Landreger, an diskadurez war ar maez n’ he deus graet nemet diskenn.
Ar Jakobined a lavaro moarvat ne vezo nemet evit gonnidegez ar varn diere ; ac’hanta, kaer am eus beza ive eur barnour diere, me a lavar, n’ez eo ket gwir kement-se. E Kloerdi Bian Landreger, ni, paotred Gourenez Lezardre, a oa eur bagad