ac’hanomp hag a vije hanvet gant hon mestrou ar « Municipaux ». Ar gir re a ziskoueze o dismegans e kever menoziou diere ar peurveuzian hon tadou.
Araog kuitaat taol ar fest, ar barz, blenier ar gouel, a bede unan diouz an dud koz da bedi evit an anaoun.
Ha neuze e kroge an dansou war al leur, ar viellou o son.
Ar priedou yaouank a dlee tremen hep mont d’o gwele e pad an teir noz kenta evit enori ar Werc’hez hag evit gounid he madelezou.
Deiz warlerc’h an eureud, an daou bried hag o c’herent a gleve oferennou evit o zud varo. Ar c’hiz-se a zo c’hoaz beo. Tregont bloa araog ar Reveulzi e vije c’hoaz roet êrrez evit kretaat ar gouestlou dimezi. Ar gouestlou-se a vije graet dirak ar person hag an Aotrou , hag ereet gant pedennou ha bennoziou. An den yaouank a ginnige d’e ganfanten eur walen viz hag eur re votou-ler. Ar plac’h yaouank a ginnige d’he c’hamarad, eur roched neud lin, nezet ganthi hec’h-unan. Hon mammiou a oa nezerezed dispar.
Etre ar goulennadeg hag an dimezi an dud-yaouank a helle tremen ar zul a-gevred en o unanou : lavaret a vije ober ar sul brao.
Merc’h eun tiegez nobl a zouge, o timezi, eur gurunen bleun « divarvel » kement plac’h yaouank a helle bouta eur spillen ebars ar gurunen-se, hep beza gwelet, a oa assur da zimezi hervez he c’harantez.
An nep a zimeze hep asantamant e dud n’en devoa eurvat ebet da c’hortoz en e diegez. Daoust ha gwir ne vefe ken ?
Ar re a zimeze d’o c’har tost — unan diouz ar bazen genta — a oa assur da gaout bugale, droug-Sant-Kado d’ezê. Sodien a zave ive diwar ar seurt dimeziou. Emglevet a oa ne dleet dimezi nemet etre tud disi ha dinam. An hini a anaveze eun harz bennak ouz eun dimezi heb hen diskuilh, hennez a vije eskumunuget hag e di a vije pleustret gant ar sperejou ifernel.
N’ez eus ket c’hoaz pell, e vije yunet en enor da Sant Elbin. Ar yun-ze a bade tri deiz ha teir noz. Ar plac’h-yaouank, kleuz he fenn, a re eur gwall-hunvre : dont a re da gaout eun eil-wel hag an den a dlee eureuji a zeue dirak he daoulagad.
Meurz kenta Meurz, ar plac’h iaouank a c’hoantae gwelout he fried da zont, a choume hep dibri nag eva ; lavarout a re he feden a Souz, hag a Souz ive e save en he gwele. E pad he c’housk, hi a dlee gwelout pe he fried, pe hec’h arched.
Ar peurvuia diouz ar c’hiziou koz a ya da goll en Treger. Koulskoude ar c’houlennadegou a vez graet bepred gant kals a lid. Ar weladennou n’int ket ankoueet ken nebeut all. Gant evez a vez digoret an armeliou, dorojou ar c’hrinioliou, ar c’hrêvier hag ar marchosiou : red eo rei da welout, evit barn, pez a ra lorc’h ha pinvidigez an ti.
Bepred e vez staget eur garlantez dirak ti an amourouzien dilezet evel eun arouez a wapërez. Azalek roet ar breuven ez eo aet ar garantez lec’h all, e vez aozet eur garlantez bleuniou ha deilhou, hag e vez staget houman dirag ti an hini dilezet.