Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/43

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 356 —


En Bro Dreger

A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————


46. — En dro d’an Eureujou

Eureujou Plougastel-Daoulas a zo brudet, hogen an Eureujou o deus festou boutin. An dud-yaouank, o timezi, en emglev evit ober pred an eureud en hevelep deiz. N’ez eo ket eta eun tiegez hep ken, a ra holl dispignou ar pred braz.

Er bloavez 1901, e oan pedet da vond da eureud va c’heveil Alfred Lajat, barz Mab an Argoad, e Skrignak en Kerne. Beza’ oamp eno daouzek kant a dud endro da daoliou hag o devoa pep hini ouspenn tri-ugent troatad hed, renkennet en eur park. An traou a oa graet braz, hep lorc’h. N’am eus ken em envor pegement a gig ijen a oe debret. Hogen ne oa nemet ijen, hervez giz ar vro : ijen-bervet, ijen ragout, stripou, ijen rostet. Daouzeg bariken win a oe toullet, rak n’ez eus ket a jistr war ar meneziou-man. Daoust perag ne blanter ket gwez avalou dre aman, da viana er plegou douar a zo er gwasked ? War an douarou meinek am eus gwelet bepred avalennou kaër. Eur c’harr skaoniek a gevrenne ar bara etre an taoliou, hag awalc’h d’ober d’ezan.

Bro Dreger eo bro ar chervad ar muia dibabet. Beza ez eus mil digarez evit ober festou bras. Ne gredan ket e vefe eur vro all er bed lec’h ez eus tud ken lipous. Anavezout a ran tud hag a vez o frikota pad ar bloa, pevar dewez war seiz d’an nebeuta : friko ti-nevez ; friko gwadigennou pa vez lazet ar porc’hel lard.

Hepdale vezo graet eur friko pa vezo zavet eul loch-karr pe eur c’hraou moc’h ! Hag hep niveri an adverniou pemdeizek hag ar c’hafeïou : beza ez eus grage hag a ev dek pe daouzek bolennad kafe bemdeiz.

Brasa festou eureud am eus gwelet en Bro Dreger ne vije ennê nemet daou pe dri c’hant a dud. — Kement se a zo brao c’hoaz hogen pebez chervad ! Ijen, danvad, ponsined, loe, hag aozet gant keginerezed diouz ar gwella, gopret aboue pell-amzer. Nag a westel hag a flutou dirak va daoulagad a vugel ! Gwin ha jistr a ruilh ! Ha likuriou krenv ha c’houek p’ arrue ar C’huz-heol ! Red eo asanti gant kement-man : Kerneviz a zo ken dilontek evel eo lontek Tregeriz. En eureud Mab an