Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1159 —

vodez ha Pleuvian hep gallout kavout an hent mad. En em gavout e reas koulskoude war dachen bourk Pleuvian pa zonas kloc’h an Anjelus an deiz warlerc’h-beure. Gallout a ret am c’hredi : ar wreg-ma na eve nemet laez, dour, ha kafe.


23. — Ar vugelien-noz

Beza ez eus eul lennegez hag he deus brudet an taoliou-kroug c’hoariet d’al lonkerien dilerc’het gant ar vugelien noz. Ar c’hornandoned a zo arru ankouezet e Bro-Dreger. Ha koulskoude anevezet awalc’h a rer o doareou. Ne laret ket n’ez eus ken a vugelien-noz, rak neuze e vezo lavaret d’ac’h mont da dremen enn nozvez da Gerhoz Kerborz. — E Kerhoz e vevas gwechall Erwan Kerhoz, kelenner Sant Erwan Helouri. — Ar vugelien noz a ra eno c’hoaz taoliou kaër alies.

E Kervel, Pleuvian, lec’h a choume va Zadiou koz ar Berthoued, a oa eur bugel-noz da amzer ar Reveulzi-vras. Kemer e re evez diouz ar c’hezeg e pad an noz, kriba ha blansoni o bleo a re. Neblec’h ne oa kezeg evel kezeg Kervel. Va zad koz Berthou a oa c’hoaz merer e Kervel d’ar c’houlz ma oe gwerzet traou an noblans en em zivroet. Prena e reas an domani evit ugent mil liur. Pa zistroas an divroïdi, hen a zaskoras ar c’hastel hag an douarou d’ar mestrou koz evit ar priz-prena. — Sioaz, me, ar mab bian, ez eo aet ive va madou gant an estren goude brezel bras 1914, hogen n’ez eo ket bet daskoret d’in. Kollet a oa ar greun diouz an dud eeün !


24. — Kenta redadeg kezeg e Sant Briek

Va zad koz, Glaoda Verthou, a redas e Sant Briek e 1805 ar bloa ma oe graet eno ar redadeg kenta [1]. Ar priz kenta ive a zereas gantan. E varc’h a oa eur pez marc’h bras hanvet Kanari — d’an amzer-ze e vije c’hoariet « Buez ar Pevar mab Emon » hag an anoiou Mauji ha Kanari a oa war an holl vuzellou. Evit ober kentrou, va zad koz en devoa staget tachou ouz e votou koat. Kanari a oa ganet e Tredarzek. Ar Prefed a c’hoantaas bale dre gaer Sant Briek kazel ouz kazel gant va moerb Mari Jann, merc’h hena trec’hour an deiz-se. Graet en devoa Glaoda Verthou d’e varc’h lonka eur voutailhad win-ardant.

« O Kanari, lare va zad koz, en eur bokad d’al loen, goude, graet ac’h eus va fortun ! » Kanari a oe gwerzet evit haras’ Langonnet.

Ar berz-man en devoa troet e benn d’ar c’houer. Mond a reas da redadegou Paris, lec’h ma oe sellet outan evel ouz eun dra ranellek. Va zud koz o deus kuitaet Kervel pell a zo hogen brudet ez eo bepred ar vereuri-ze evit he ronseed dispar.

  1. Ar redadeg-man a oe savet an 31 a viz Eost 1805. Sellet Habasgue : Notes sur le littoral des C.-du-N. Art. II.