Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1160 —


25. — Kannerezed noz hag all

Koz kastel Kervel a zo bet diskaret. Nebeut a dra a van c’hoaz diouz e vogeriou. Va zad a zanevelle a oa en e amzer c’hoaz eun demezel a zeue an noz ekichen ar chapel da astenn eun doubier wenn war al leton, evit leda warni peziou aour hag arc’hant warbere e pare al loar : evel ma laka an dud fao da zec’ha dindan bannou an heol. Hogen mar teue unan-bennak da dostaat, an dimezel hag ar skouedou a ie da get rak tal.

N’ouzoun ket hag hen a weler c’hoaz an dimezel noz e Kervel. Lavarout e rer ez eus c’hoaz dioute er c’hoz kestel hag er c’hoz maneriou.

Va moereb Kato Ravet hag a oueze danevelli flour (marvet eo oajet a dremen pevar-ugent bloa) a oa ganet e Kervoda-Pleuvian, ha beva reaz eno beteg he dimezi. Konta’ re dirazoun — me oa iaouankik neuze — a oa bepred eneou tud varo, en poan, ebars gariden ar maner. Ar gariden-man a ia eus a Gervoda da Roc’h Morvan. Meur a hini a zispleg beza klevet huanadou e donder an toull-man, lec’h e man eneou mestrou koz Kervoda o c’hortoz. Beza ez eus c’hoaz Kannerezed noz en hor maeziou. Beza ez eus unan e Prat-Kazeg, Pleuvian. Ne vez ket gwelet alies ; beza ez eus eun all e Pont Milin en Lanvode. Pa dremenfet e kichen ar gannerezed noz, bezet didrouz ha mud ; rak mar tireizet o labour, c’houi a dleo rei d’eze skoazel da wéa ar gannaden, ha waz d’ho tivrec’h. Me am boa eur spont heuzus diouz ar Gannerezed noz pa oan bugel, ha meur a wech d’abardaez, o tont d’ar gaer gant va zaout, am eus redet pa dremenen tost d’ar gwaziou da ganna. Breman moarvat me a-unan a ra d’eze aoun, pegwir ne gavan nepred lutin ebet war va hent e kreiz an tevala noziou.

Awechou ar spesiou noz a gemer neuz eul loen. Fanch ar Fichous ganet e Brelevenez e kichen Lanhuon, en deus danevellet dizazoun eun digouez e pehini ne oe ket meurbet kalonek. E meureuri al Lezlac’h en Brelevenez a veve breman ez eus pell-amzer eur vaouez hag a daole dour e laez he zaout araog mont d’hen gwerza da varc’had Lanhuon. P’arruas er bed all, an Aotrou Doue evit he c’hastiza diouz he feiz fall a varnas anezi da zistrei d’al Leslac’h e pad kant bloa d’ober pinijen, dindan spes eur giez du vras. Kement den a dremene war hent al Leslac’h etre eunneg eur noz, hag eun eur diouz ar beure, a wele ar giez. Tostaat a re al loen-man goustadik, ha mar galle en em vouta etre diouar an tremener setu-hi o vont gant ar foëltr, ar c’havaliér war he c’hein. Ar redaden a bad div eur endro d’al lec’hiou tost d’an dour.

Fanch ar Fichous goude beza kollet amzer en hostaliriou, a oa eun nozvez o tont d’ar gaer d’ar C’hrec’h Lann, dre eun hent distro pa welas a greiz-holl ar giez du dirazan. Red a oe d’ezan gaolia al loen boëmus : heman hen toderosas e pad diou eur a hed bïe al Leslac’h. ’N em gaout e reas d’an divez war