Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
Ar C’hornandoned.


Paouezit, paouezit,
Hon izili zo broustet !

gwillou.

En han Doue paouezit eun tammig, tuchentil !

maze.

Ne c’hellan ket herzel pelloc’h, mil gutez ! Paouezit ’ta, m’ho ped, paouezit ’ta !

gwillou.

Me c’hello echui ar zon.

maze.

Ha me ivez ! Ha me ivez !

ar c’hornandoned.

Echuit ’ta ! Echuit ’ta !

gwillou.

E leac’h lavaret hepken :

Dilun, dimeurz, dimerc’her
Ha diraou ha dirgwener.


maze.

Ni c’hello lavaret ouspenn :


Disadorn ha disul,
Setu echu ar zizun.