Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
Ar C’hornandoned.



an daou vezvier.

N’aimp ket sur, n’aimp ket sur ;
Ni ouzomp ket ar mezur,
N’aimp ket sur, n’aimp ket sur ;
Ni ouzomp ket ar mezur.


II
ar c’hornandoned.

Deut da ober eun dro-zanz.
Dilun, dimeurz, dimerc’her !
Ni zesko d’eoc’h ar c’hadanz,
Ha diriaou ha dirgwener !


an daou vezvier.

Aiou ta ! Aiou ta !
Tapet brao omp en taol-ma !
Aiou ta ! Aiou ta !
Piou a deuy d’hon digilha ?


III
ar c’hornandoned.

Ar c’hornandoned a groll,
Dilun, dimeurz, dimerc’her !
Gant tud fur ha gant tud foll,
Ha diriaou hag dirgwener !


ar vezvierien.

Paouezit, paouezit ;
Hon divesker zo skwizet.