Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/40

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
Ar C’hornandoned.

ober gant ar c’hornandoned ha, pa ho pezo great an drede, ma ne echuit ket ar zon, ni ho krougo ouz skourrou ar wezenn aze.

maze.

Siouaz ! setu eur pennad abaoue ma n’oun ket bet o tansal.

gwillou.

Na ne kennebeut : abaoue eured va zad koz, me gred.

maze.

Abaoue eured da dad koz ! Paourkeaz Gwillou emaout o vont e belbi.

gwillou.

N’ouzon ket, n’ouzon ket.

eur c’hornandon, o kemeret dourn Gwillou.

Ma ne ouezit ket dansal ni ya da zeski d’eoc’h.

maze.

Asa mad ! Red eo senti ; anez da ze piou oar petra c’hell beza great d’eomp.

(Son-dans war don : Me eo Mathurin an Dall, Kanaouennou Kerne, p. 46.)


I
ar c’hornandoned.


Dilun, dimeurz, Dimerc’her !
Chachomp warni, potred,
Ha diriaou ha dirgwener !
Kerzomp ganti d’ar red.