Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/39

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
Ar C’hornandoned.


VI DIVIZ


maze, en eur bokat da Willou.

Paour keaz Gwillou, setu int.

gwillou.

Paour keaz Maze, emaomp devet.

maze.

En em gennerzomp kenetrezomp.

gwillou, d’ar c’hornandoned.

Truez, truez !

maze.

N’am lazit ket, n’am lazit ket !

gwillou.

Me zo eur c’hristen mad.

maze.

Ha me ! na vo ket kavet unan gwelloc’h nak e Kleder nak e Lanndi.

ar bugel-noz.

Perak ho peus c’hui hor galvet ? En em vezvi ho peus great : barnet oc’h bet. Teir dro-zanz a vezo red d’eoc’h