Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
Ar C’hornandoned.

ar c’hornandoned a ra eun dro-zanz en eur gana.


Dilun, dimeurz, dimerc’her !
Chachomp warni, potred,
Ha diriaou ha digwerner,
Kerzomp ganti d’ar red.
Disadorn ha disul,
Setu echu ar zizun.
Disadorn ha disul,
Setu echu ar zizun !


ar bugel-noz.

P’eo gwir ho peus gellet echui ar zon difazi, ni ya breman da ziskouez d’eoc’h an hend ho peus kollet.

(War an ton : Pa oan er gear, Kanaouennou Kerne, p. 75).


o tiskouez da vaze.


Evit monet bete’r Genkiz
Setu an hend en tu deou,
Evit monet bete’r Genkiz

Setu an hend en tu deou.
Sellit Maze dioc’h tu va biz,
Setu an hend en tu deou.


o tiskouez da willou.


Evit monet da Gergelen
Setu an hend e-kreiz al lann,
Evit monet da Gergelen