Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/31

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
Ar C’hornandoned.


Dal a unan,
Dansomp buhan,
En em veskomp
Holl etrezomp
Ken na baro an heol warnomp.


II

Ha dal a zaou !
Prim a droad, potred.
Ha dal a zaou,
Mad ez a an traou.
Dansal en noz,
Holl diaoulou koz,
Setu eno hor baradoz !


III

Ha dal a dri !
Prim a droad, potred.
Ha dal a dri,
Chachomp warni.
An noz tenval
A zo brao-ral ;
Deomp-ni da c’hoari, da zansal.


IV

Dal a bewar !
Prim a droad, potred.
Dal a bewar,
Hejomp hor gar.
Pa vez arneu