Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/30

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
Ar C’hornandoned.


IV DIVIZ


Ar BUGEL-NOZ, an daou vezvier kousket, Ar C’HORNANDONED.


ar bugel-noz o tont eus a-dre kein ar mean-hir, a gân. War don : Me eo Mathurin an Dall, e Kanaouennou Kerne, p. 46.


Noz dall eo, kornandoned,
Diredit ’ta, potred.
Noz dall eo, kornandoned,
Diredit ’ta, potred.
Diredit a bep tu,
Hastit affo diredet
Hag e raïmp eun dro-zanz
Ouz sell ar stered ! Gê !


(Ober a ra eur zutadenn hag ar c’hornandoned a zilamm a bep tu war leurenn an teatr. Goude eur pennad mont-dont warnezan ec’h en em lakeont da zansal en eur gana ar ganaouenn-man tennet eus Kanaouennou Kerne p. 268, gant aotre an Ao. Jezegou a zalc’h gwiriou an oberour).


diskan.

Dansomp, potred,
Dansomp d’ar red,
Dansomp, fringomp, kornandoned.


I

Dal a unan !
Prim a droad, potred.