Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
Ar C’hornandoned.



Da rei dour beu,
Gant an higen pesked a deu.


V

Ha dal a bemp !
Prim a droad, potred.
Ha dal a bemp,
Brao ’z a ganeomp.
Meurz an evned
A yoa bepred
An deiz ral da douza ’n denved.


VI

Ha dal a c’houec’h !
Prim a droad, potred.
Ha dal a c’houec’h,
Chachit ganeoc’h.
Ar c’horaïz,
Deut war e giz,
Ne dal netra gant e zoubenn piz.


VII

Ha dal a zeiz !
Prim a droad, potred.
Ha dal a zeiz,
Gwell eo kig preiz.
Pa ve ’n denved
Dishualet,
’Vezont re ampart da gerzet.