Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/28

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
Ar C’hornandoned.

gwillou.

Piou en deus skoët ? Me eo m’oar vad ?

maze.

Ya, te eo ! Ha p’eo gwir n’eus nemedomp hon-daou aman, ne c’hellan ket lavaret koulskoude eo matez ar person an hini eo !

gwillou.

Matez ar person ! Matez ar person ! Kre gaouiad brein.

maze.

Gaouiad brein ! Na te, penn leue !

gwillou.
maze.
Penn leue, penn leue ! Mez, mil gurun, ma ne c’hellez ket kousket, laosk evelato ar re-all da gemeret o repoz. E leac’h ober farserez ken divalo gwell e vefe d’it eva nebeutoc’h a lagout, rak n’out nemet eul lagouter, eul lagouter, eur gaouiad, eur bambocher ! Farsal a rear meur a wech, mez ne vez ket great a draou evelse, evelato ! Ha dont c’hoaz da ober goap eus ar re-all, goude beza great kement a zroug d’ezo ! Ya ! eur penn leue ! N’am eus ket gwelet biskoaz eur penn ker bras, eur fri ker bras, eur c’hof ker bras… Ma n’az peus ket a c’hoant kousket, kea da zutal pel a-c’halenn, mez na deuez ket evelse da c’hoari war va zro-me, pe m’ez tivouzello. Klevet a rez, m’ez tivouzello ! Ne vezin ket pell evit dont a-benn eus eur c’hoz tra fall ’veldot-te ! eur c’haz pourset, eur c’havrig ! Ha serr da veg pe m’her stanko d’it.