Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
Ar C’hornandoned.

yvonik.

Penaoz ec’h en em gemerimp ’vit o dihuni ?

guigner.

Penaoz…? Sell, Yvonik, eur zonj vrao a zo deuet em spered.

yvonik.

Pehini, Gigner ?

guigner.

Ni ya d’o lakaat da c’hounit an arc’hant o deus dispignet. Kea war da zaoulin e-tal Gwillou, me en em lakaio e-tal Maze hag e c’hortozi ken n’am bô kontet betek tri. Unan… daou… tri.

(Skei a reont krenva ma c’hellont war du a-drenv ar vezvierien, hag e redont er-meaz.)
maze.

Mil gutez !

gwillou.

Oh ! kre penn-oc’h !

maze.

Eat eo da benn e belbi e doare !

gwillou.

Ha te, kredi rez emaomp aman ’vit c’hoari ?

maze.

N’eo ket c’hoari eo an dra-ze, mil gutez ! Lakaat ar re-all da zihuna o skei ker krenv war o zu a-drenv.