Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/29

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
Ar C’hornandoned.

maze.

Ya serr da veg pe m’her stanko d’it.

gwillou.

M’her serro pa blijo d’in, mil gurun !

maze.

Na pebez sonj drol ! Hennez a grede, m’oar vad, n’am bije ket gouezet.

gwillou.

Sac’h an dien ! Blonset en deus va diou feskenn !

maze.

Ha ! ma kar dizrei eo, mil gutez ! neuze e vezo lakeat ar c’houenn da zansal en e lerou. Biskoaz ! red e vo d’in mont da gaout ar c’houracher.

gwillou.

Bremaïk va lavreg a yoa ker yen hag an erc’h, lavaret ’ve great e vefe an tan ennan breman.

maze.

Gwelomp hag eur mored all a c’hellimp ober.

gwillou.

Fei ! Kouls eo ober eur pennadig kousg c’hoaz da c’hortos an deiz.

(C’hoari rear adarre eun ton luskellus bennak.)