Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/25

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
Ar C’hornandoned.

maze.

Sell ’ta, en nenv ne lugern steredenn ebet c’hoaz !

gwillou.

Ma karfe al loar da vihana dispaka beg he fri.

maze.

Va breur Gwillou, kouls eo d’it en em astenn aze em c’hichenn, da c’hortos an Anjeluz da zeni en eur chapel bennak diwardro !

gwillou.

Ya, kouls eo d’in, me gred, Maze ! hag a-hent-all n’eo ket gwasoc’h kousket hizio e-kreiz al lanneg eget ne oa hen ober deac’h da noz war eur bern plouz e solier Olier ar Rouz. Ama, da vihana, ne vezo ket ar c’hoz logod daonet-ze o troial war va zro, evel ma vez er solierou brein-ze. Lakaet em boa eun nebeud silzigennou e godell va saë deac’h da noz, o sonjal o c’haout er beure-man d’am dijuni. … Al logod o deus o c’havet mad ha toullet d’in va saë evel eun tamouez.

(Diskouez a ra toull e zaë, o lakaat e vez e-barz.)

maze.

Sell, ya ’vad ! Bah ! gant eur c’hraf pe zaou da verc’h a c’hrio d’it da zaë en-dro.

gwillou.

Gwir eo, mez dommaj o deus great d’in evelato !