Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
Ar C’hornandoned.

maze.

Che ! kas ar zonj-ze eus da benn, Gwillou, ha kousk aze em c’hichenn.

gwillou, oc’h en em astenn war an douar e-tal Maze.

Ya ! Kouskomp.

(Epad m’en em roont da gousket e c’hoarier eun ton luskellus bennak.)


III DIVIZ


MAZE, GWILLOU, YVONIK hag un eun tamm war-lerc’h GWILLOU


yvonik.

Ha ! santez Anna venniget… ! Piou eo an daou baour-keaz kristen-ma ? N’eus nemet an dud hep pec’hed hag a c’hellfe roc’hal ker krenv… Gwelomp piou int… Setu Gwillou an diwarlerc’h hag e gonsort Maze an distanket. Chomet int ama da gousket, gant o c’hovad ! Ha ! Morlarjez a oa hizio ! Ar chistr savet d’o fenn en deus brumennet o daoulagad ha n’o deus ket gellet kaout hend ar gear ! Gigner, Gigner, Gigner, deus da welet pe seurt neisiad am eus-me kavet.

guigner, oc’h en em gaout.

Ho ! daou vezvier gourvezet gant o c’hovad.