Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Ar C’hornandoned.

maze.

Allaz !

gwillou.

Allaz !

maze.

Sorset omp bet, paotr keaz, pa lavaran d’it !

gwillou.

Me gred ivez a-walc’h. Evet am eus diou skudellad chistr gant intanv Stank al Lann. Eul louzou-sko bennak en deus taolet em evaj.

maze.

Eun diaoul a zen !

gwillou.

D’ar galeou e tlefed kas tud ker fall-ze… d’ar galeou !

maze.

Pe d’an ifern gant an diaoulou.

gwillou.

Ma vezint rostet ha losket en tan bev.

maze.

Evit ma krevint gant ar zec’hed.

gwillou.

E keit-ze ne gavimp hend ebet, ’meus aoun, da vont d’ar gear.