Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/34

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


IANNIG, de Vériadek é arriù en hantulér én é zorn.

Degas ha holeu, me mab : degas béan. Ne huélan ket mui nitra, mab-er-sèh, nitra memb. Tihoéleit en dès en amzér blaoah.

MÉRIADEK.

Kouhat e hret eué, tonton Iannig.

IANNIG.

Na té, stronk, ar iouankat é hès té, perchans ! Sort-ma zou bugalé elkent ! Ké ’ta de sellet kentoh ped ér é.

MÉRIADEK.

Sèh ér, tonton Iannig.