Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG.

Sèh ér ! En noz é e zou koéhet en ta ! Biskoah kement aral ! Nen don ket tam erbet suéhet mar dé ken tihoél ér méz ! Sèh ér déjà ! N’em bout ket biskoah hoar de achiù er lavreg-ma. Milion ru a vilion ru ! Ké de valé bremen, labousig, ké ; ké de huélet mar don én ti-chistr.

MÉRIADEK.

Glaù bras e hra, tonton Iannig.

IANNIG.

Glaù bras ! Ne gleuan ket nitra neoah, nitra memb !

MÉRIADEK.

Glaù bras ha luhed, tonton Iannig.