Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/33

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ma nen da ket hani d’em distroein a me labour, achiùet em bou hi kent un ér a va-ma… Ha laret hoah é ma er boh a gansort-sé a Langonbrag e zou kaus ma on mé elsé é krevein men deulegad dé ha noz, aveit ur fest… hum! ha più houih memb ma hellou dont de ben ag hé gobér! Mès tihoéleit en dès en amzér, me gav genein. Ne huélan ket mui hemkin boutein en ned é toul en nadoé !.. Ne hellein ket, achiù, ne hellein ket, sur erhoal. (Én ur huchal) Goleu, mar plij genoh, goleu ! Ken tihoél é hou ti el ur forn, mab-er-sèh ! Dégaset goleu d’ein, petremant ne achiùein ket hou labour.

ER VESTRÉZ, a ziabèl.

Kerhet de gas ur holeùen dehon, Mériadek, eit ma cherrou é veg ! Sèh meùél e fautou tuchant eit chervij er boh a gémenér brein-sé !