Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG.

Hama ! eit er huèh-ma hoah, me zou koutant d’hou leskel ; mes hui e ia, eit men digol, de laret t’ein ur pen sonnen penag, ma !

ER VUGALÉ.

Aben, aben, tonton Iannig.

MÉRIADEK, pé un aral e gan :

Er hémenér a Langonbrag
Hannèh zou un dén hag e vrag, hop !
Hannèh zou un dén hag e vrag !

ER RÉRAL.

Tri kémenér e dalv un dén, lanla !
Tri kémenér e dalv un dén !

Un tamig dén a zeu troètad
Dalbèh gusket ha kribet mat.