Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ur varùen dru idan é fri,
Eit lakat é veg én abri.

É veg hag é déad meleget,
A hoal gonzeu dalhmat karget.

IANNIG, én ur hoarhein.

Há ! há ! há ! kré laboused ! kré laboused ! sort-ma, sort-ma zou bugalé fentus elkent ! Pe houiou er hansort a Langonbrag più en dès saùet er sonnen-sé arnehon, miton ru ! é len Grannig en er boutou, mab-er-sèh, é len Grannig !

GUIGNÉR

Hannèh nen da ket er vugalé de sellet doh ton labourat, tonton Iannig.

IANNIG.

Dam nann, malistoul ! Ean ou lakelé de séhein !