Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/20

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gorteít ! Gorteít ! Ma ne garès chet té rein d’ein me luneteu indro, me ia mé d’ha lakat de huélet ti ha bépé !

Ridet en dès arlerh er vugalé, ha dont e hra indro én ur dennein ar ziskoarn Mériadek.

MÉRIADEK, én ur rein dehon é luneteu indro.

Chetu, chetu, tonton Iannig. Ho ! n’em skoet ket ataù !

Én ur gañnein.

Hon fri e zou guen el en erh de houian,
Hou fri e zou guen el er boket guennan,
Hou fri e zou guèn, guen el kogus en néan !
        Tonton Iannig, ho ! n’em skoet ket!
        Me zou eit oh lan a respet !

ER VUGALÉ.

    Tonton Iannig, ho ! n’er skoet ket!
    Ean zou eüt oh lan a respet.