Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/17

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MÉRIADEK, é sellet doh lunèteu er hémenér.

Tonton Iannig, perag é laket hui tameu guir elsé ar hou fri aveit gouriat ?

IANNIG.

Eit lakat ki er person de gonz, mab-er-sèh! Na pé chonjeu e drez elkent speredeu er vugalé-ma !

TURIAU.

Er gouh Fanchon en devé eué ur mékanik sort-sé ar hé fri, eit spiein guel er ré e bas étal hé zi.

IANNIG.

Kré labousig, va !… Ar me housellek, nen dès chet nitra de ziskein d’er stronkaj-ma !