Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/18

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MÉRIADEK.

Pe blijéhé genoh, tonton Iannig, lakat hou mékanik ar me fri un nebed, ho ! un nebedig hemkin, eit gouiet ma hellan guélet un dra benag geton.

IANNIG.

Aben, aben, me hroèdurig. Kement a zoustér e lakès én ha gonzeu, ma ne hellan ket rebréein d’is er peh e t’hès goulenet. Saù ha fri;… hoah,… hoah. — Mat, elsé!… Hama, petra e huélès té bremen ?

MÉRIADEK.

Ha ! Tonton Iannig ! Nag a dreu du e huélan mé dirag men deulegad ! En daul e zou du, hou torchen e zou du, hou torn e zou du, hou fri e zou du !