Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Ken a zav war he dreid ar marc’h kez,
Hag a-dreuz penn, e tant chig ar gwez ;
Hi a vadaill, a dreflemm ru goad,
Ha dibuna’ ra o c’houibanat ;
Ken a glev he aered, hag e lamm :
Tec’h kuit, dispar, unik ! tec’h dinam !
— Bez a C’hallaoued pez a garo !
Me na derc’hann ket rog ar maro ! —
Ne oa ket peurlavaret he c’her,
Ha pa oa pellik, pell euz ar ger.
V
AL LEAN.
I
Pa oa kousket lean koad Hellean,
Tri zol war he zor a skoaz unan.
— Lean mad digoret ann nor d’in,
M’am bo minic’hi a vinic’hinn.
Ma ann avel kriz diwar vro-C’hall,
Pa na vresk na loen gwez na chatal :